Ne weler ket ho pried aman ken 'balamour da betra 'ma Ket ganeoc'h er ger Ken pell zo da c'hortoz- Trist eo ma deiziou ha goullo ma zi Rak ma fried zo bet lakaet 'barzh an toullbac'h Ken pell zo da c'hortoz Lakaet en tooullbac'h du-hont e Paris Evel ar c'hangsterien hag al lazherien kriz Ken pell zo da c'hortoz Gant gwarded ganas dalc'het eo er c'hloz Hep ma ouife perak, hep ma vefe barnet Ken pell zo da c'hortoz Selaouit oll ta tud a Vreizh-Izel Ho pugale a vo kasset kuit eveltan Ken pell zo da c'hortoz Kasset d'ur vro pell en abeg d'ho yezh Rak bezan ur Breizhad vo un torfed arc'hoazh Ken pell zo da c'hortoz Selaouit oll ta ar pezh a laran C'hwi a welo un deiz en un emgann spontus Ken pell zo da c'hortoz Arme an tri-liw o lazhan evned Rak "les petits salauds ne chantent pas en français" Ken pell zo da c'hortoz Ha chom a refet daoulinet dalc'hmad O c'hortoz ar gontell 'vel ma ra an danvad Ken pell zo da c'hortoz Pe neuze e giz al laboused gouez E kanfet en ho yezh hep goulenn an aotre Ken pell zo da c'hortoz.